Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
guezen ar c’horrikezed.




Mes karantez ar verc’hik evit Doue a ioa eur garantez guirion ; karet a rea he nesa abalamour da Zoue. Humbl ha chentil e kenver an oll, bez’ e deveze ar brasa truez ouz ar beorien izomek ; avechou zoken e roaz he guele d’eur baourez keaz epad ma ’z ea da gouskat he-unan e korn an oaled. Pa ne deue ket ar c’hloc’her buan aoualc’h da zoun an Angelus, Jeann her skandale gant dousder ; pa ’z ea mad al labour ganthan, ar verc’hik a roe d’ezhan eur guignen pe eun dra benag all, evit merka he anaoudegez vad.

Ma oa eun dudi evit merc’h Jakez d’Ark pedi en iliz, ne joume ket dibreder evelato nag er park, nag er gear : labourat stard a rea. Guech e sikoure he mam d’ober he labour var dro an ti, guech ez ea d’ar park gant he zad hag he breudeur ; mont a rea ive pa veze deuet he zro da ziouall oll chatal keariz, er foenneier braz a ioa boutin etrezho. Dioc’h ar pardaez, ec’h en em daole da neza pe da c’hriat : labour vad a rea. Evelse pa oue prizouniet e Rouen, pa oue goulennet diganthi ha desket e doa eul