Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/253

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
243
goueliou kaer er frans.

wezet kement a garantez evidoc’h, en deuz great goueliou ken kaer evit oc’h enori, en deuz pedet kement ac’hanoc’h !


En eskobtiou all euz ar Frans e zeuz bet great ivez, e peb leac’h, goueliou braz evit enori Jeann d’Arc. Ar goueliou kaera, evelato, evel m’oa dleet, a zo bet great e Orleans. Evel m’eo bet lavaret hueloc’h, bep bloaz, d’an 8 a viz mae, e vez great eur brosession evit digas da zounj e oue saveteat ar gear da genver an dervez-se gant Jeann d’Arc. Er bloaz-man e oue great eun triduum da genta ; eur maread a eskibien a deuaz da Orleans evit prezeg hag evit kemeret perz er brosession a oue kaeroc’h eget biskoaz, daoust ha ma ne deuaz ket ar zoudardet, rak difennet e oue outo gant ar ministr.

E Rouan e oue great gouel Jeann d’Arc da genver an deiz ma oue devet var blasen ar C’hoz-Marc’had, 30 a viz mae, ha kalz a dud a deuaz ivez d’ar gouel-ze. E Reims, da viz guere e oue ivez goueliou euz ar re gaera.

Mez re irr e vije komz euz kement zo bet great e Frans evit enori Jeann d’Arc. Ar pez a ranker da lavaret eo e zeuz bet levenez e peb leac’h, rak e peb leac’h Jeann a zo karet ; ha penaoz ne vije ket ? Tremenet e deuz e buez oc’h ober vad d’an oll, vad d’e bro. Ar Fransisien a anavez mad kement-se ha ne deuint morse d’en ankounac’haat.

Ha Jeann d’Arc a gendalc’ho d’ober vad d’e bro. Pedi a raïo evidomp ha lakat a raïo da zisken varnomp bennoz an Aotrou Doue. Setu petra dle da c’houlen diganti kristenien Frans.

Ha divezatoc’h, fizians on euz, an Iliz a Zavo hueloc’h c’hoaz hano Jeann d’Arc. Goude m’e devezo Jeann great daou virakl nevez, eskob Orleans, pe eun all, a c’hello goulen ma vezo lakeat var roll ar zent er Baradoz. An Iliz,