Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/254

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
244
jeann d’arc.

leun a furnez, a gemer ato e amzer. Poueza mad a ra peb tra. Evelse ar proses evit lakat Jeann d’Arc var roll an dud eüruz a zo padet meur a vloaz. M’ar gra daou virakl nevez, miraklou braz, goude ma vezo goulennet e lakat var roll ar zent, e vezo great a nevez ar proses pen da ben, ha goude beza pouezet mad adarre peb tra ha pedet an Aotrou Doue, ar Pab a lakaio anezi e renk ar zent, hag e vezo gellet lavaret : « Santez Jeann d’Arc, pedit evidomp » hag e vezo gellet lakat var an aoteriou e skeudennou. Hirio ne c’heller lavaret c’hoaz nemed : « Jeann d’Arc, plach eüruz, pedit evidomp. »

Mes, evel a veler, abaoue an 18 a viz ebrel 1909 e c’heller e enori, e fedi ; er great on euz hag en ober a reomp a greiz or c’haloun :


Jeann d’Arc, plac’h eüruz,
Petit evidomp, pedit evit ar Frans.