Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/252

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
242
jeann d’arc.

presbital sant Korantin, hini sant Vaze hag eur maread a diez all a ioa brao kenan : hiniennou o doa goulou elektrik, re all bouji e leternou paper a bep seurt liou : ruz, gwen, gwer, melen, trikolor. Ar c’haera taol lagad, a gav d’in, a ioa divar bount an Hospital : ac’hano e velet skol sant Yves, skol santez Anna hag al Likès, skol sant Visant a Baol, e peb hini anezo ouspen ugent prenestr sklerijennet.

Hag evelato red eo lavaret ar virionez pen da ben, daoust pegen kasaüz eo ar virionez da glevet. E Kemper e zoa kalz goulaou, kalz drapoïou : ne zoa ket awalc’h goulskoude. Meur a di, tud vad enno, n’o doa na drapo, na goulou. Ha perak ? Abalamour, var a leverer, ar re a zo oc’h ober kem-werz ne gavent ket mad enori Jeann d’Arc var digarez ma verzont traou d’an oll, hag an oll, siouaz ! n’emaint ket evit Jeann d’Arc. Digaresiou ha ne dalvezont netra ! Daoust hag e zaïo nebeutoc’h a dud d’ho ti, ma tiskwezoc’h e zoc’h kristen ? Daoust hag al lezen gristen ne zesk ket d’an den beza honest ? Nan, nan, n’e ket mad kaout aoun oc’h anzao ar feiz. An hini a zo kristen a dle en diskwez eb mez ebet, kemeret skwer var Jeann d’Arc. N’e ket hounnez e doa mez o tiskuez e feiz !

Er c’heariou bian, avad, hag er parresiou var ar meaz eo eat mad kenan an traou. Eno an oll o deuz enoret Jeann d’Arc, hag eb aoun ebet, evel gwir gristenien. Oc’h peb ti drapoïou ha zoken oc’h an tiez var ar meaz, oc’h an tiez kuzet e kreiz an douarou. Red e vije henvel oll parresiou eskobti Kemper, rak diez braz eo rei ar priz kenta, ken brao eo bet ar gouel e peb parrez, koulz lavaret. Ar skoliou kristen ivez, sklear eo, ar re vraz, ar re vian, o deuz meulet Jeann d’Arc gwella ma c’hellent. Jeann d’Arc, beillit var eskobti Kemper en deuz disk-