bet e vez da stourm, mes red eo mont, eb kaout aoun rac’h netra, ha beteg ar maro zoken avechou.
Mad, Jeann zo eat dre an hent diskuezet dezi gant Doue, hent diez meurbed, leun a zrez hag a spern. Doue en doa goulennet diganti eun dra souezuz : mont, hi, plac’h dister eb deskadurez, da sturia armeou Frans, da ober brezel d’ar Zaozoun a felle dezo laerez or bro a eneb peb gwir. Spountet e oue da genta ; mes, pa velas sklear petra c’houlenne Doue diganti, e zeaz evit senti ouz Doue ; poania reaz, digas a reaz fizianz da zoudardet Frans ha treac’h e oue d’ar Zaozoun. Lakeat e oue d’ar maro. Mes Hor Zalver ivez a zo bet lakeat d’ar maro. Dre e maro e Rouen eo deuet da veza kaeroc’h c’hoaz.
Bet e zeuz bet e peb bro tud a vrezel o deuz great traou braz, o deuz flastret o enebourien, o deuz lakeat an douar da grena dirazo, a zo bet goloet a c’hloar. Jeann n’e ket oc’h ober brezel edo e flijadur. M’ar grea brezel, oa gant diegi, hag abalamour m’oa red. Eun druez oa gwelet ar Frans en amzer-ze. Dister, paour meurbed oa, henvel oc’h an dud keiz-se a veler o klask o boued, dillad roget ganto, poan dezo o vont dre an hentchou. Ia, dre druez evit ar Frans eo e rea brezel d’ar Zaozoun. Araok lavaret skei varno, e skrive dezo evit o fedi da vont d’o bro, da lezel ar Frans e peoc’h, hag evel ma ne felle ket dezo mont kuit, e kasse varno armeou Frans, hag o labourat evit ar Frans e kave dezi e laboure evit Doue. Pa c’houlennet diganti : « Doue ta ne gar ket ar Zaozoun ? » — « Eo, a lavaro, Doue a gar ar Zaozoun en o bro, ne gar ket, avad, o guelet oc’h ober freuz er Frans a zo bet kemeret ganto a eneb peb gwir. »
Ar re a gav dezo oa Jeann eur plac’h pen-skanv, ne gare nemet ober brezel, mont var varc’h e pen an armeou,