Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/231

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEDERVED KENTEL HA TREGONT


Santelez Jeann d’Arc.


Setu ase buez Jeann d’Arc, buez kaer meurbed, ha ni Fransisien a dle beza en or c’haloun joa ha levenez pa gaozeomp euz Jeann d’Arc. E bro ebet n’e zeuz unan henvel outi. Brasoc’h eo eget Judith, intanvez Bethuli, an hini a lazaz Holofern, jeneral an Assirianed hag a zaveteaz evelse e bro. Brasoc’h eo eget Esther, Debora hag ar merc’hed all a zo great o meuleudi en Testamant koz.

Jeann d’Arc a zo bet eur zantez, hag e zantelez a oue braz meurbed.

Ar zent o deuz digant Doue peb hini e c’hrasou : lod a ia da bedi er c’hoajou e kreiz al loened gouez ; re all a ia en hospitaliou da entent ouz ar re glanv ; re all a ia er c’houentchou da bedi Doue deiz ha noz ; re all a ia a dreuz ar mor braz da rei da anaout d’an dud gouez hano santel Hor Zalver Jesus Krist. Re all a jom etouez o zud er gear hag a ren eur vuez kristen, eur vuez santel en o farkeier, en o ziegesiou.

Mes ar zent a zo henvel oll var eun dra : oll o deuz karet, servichet Doue hag o nessa, oll o deuz bet kas ouz an drouk, ouz ar pec’hed, oll o deuz karet ar binijen, ar boan ha meulet hano santel an Aotrou Doue, n’euz forz petra emgave ganto. Ober bolontez Doue, setu ase petra eo ar zantelez ; mont var eün, eb marc’hata, dre an hent merket gant Doue, setu ase petra zo red : diez eo avechou,