Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/230

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
220
jeann d’arc.

iaouank, e zoant daou broses disleal, griet var ar geier hag an troiou kam, heuzuz.

Abaoue, Jeann a zo bet meulet e pep leac’h, mes er Frans dreist oll, pa’z eo guir eo hi e deuz saveteat hor bro. E kear Orleans e vez great bep bloaz eur gouel dudiuz er penn kenta euz a viz mae, evit digas da zonj euz an devez m’eo bet saveteat kear gant Jeann ; skeudennou Jeann d’Arc a zo savet stank er c’heariou braz euz hor bro ; eun iliz kaer en he henor a zo great e parrez Domremy.