Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/229

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
219
komzou jeann a deu da vir.

kas ar brizounierez dirak Hon Tad Santel ar Pab. Ar re a lavar eo bet barnet Jeann d’ar maro gant an Iliz, abalamour m’eo bet barnet gant eun eskop, a zo henvel ouz eun den hag a lavarfe eo oll dud eur barrez laeron, abalamour ma’z euz eul laer en ho zouez ; pe ez int oll mesverien, abalamour unan anezho a gar re he vanne. N’e c’heller ket, var draou evelse, barn an oll dioc’h unan ebken.

Var goulenn kerent Jeann hag an oll Fransizien a galon, an Iliz, guir Iliz Jesus-Christ, e deuz torret barnedigez disleal eskop Beauvais. Var a greder, tad Jeann a varvaz gant ar glac’har, pa glevaz petra a ioa emgavet gant e verc’h. Mez ar vam a c’hellaz harpa hag a deuaz beteg Orleans. Heno e oue digemeret mad, hag heno e choumaz. Goulen a reaz ma vije torret ar varnedigez disleal douget eneb he merc’h. He merc’h a ioa eur gristenez vad ; n’he doa great netra fall a eneb ar relijion ; karet a rea ha servicha an Aotrou Doue, ar Verc’hez Vari. Ra vije torret ar varnedigez. O mam a galoun, selaouet e vezoc’h !

25 vloaz goude merzerenti ar verc’hez iaouank, e oue great eun enklask e peder gear : Domremy, Orlean, Paris, Rouen ; seiz ugent test a oue klevet, hag ar prosez a badaz eiz miz. Dunois, an duk a Alanson, Massieu, duk Orleans, an Tad Paskerel, ar re oll o doa anavezet mad Jeann d’Arc hag a ioa beo c’hoaz d’ar mare-ze, a ziskleriaz var eün ar virionez divar benn ar verzerez.

An eil rum barnerien a lavaraz e oa bet great fall ar prosez kenta ; diskleria a rejont e doa Jeann goulennet, meur a vech zoken, beza barnet gant an Tad Santel ar Pab ; o doa ar varnerien kenta desevet Jeann e guered Sant-Ouen. Diskleria rejont, da c’houde, e torrent an daou brosez great da Jeann gant Cauchon, n’o doa an daou brosez-se sklabezet e doare ebet brud vad ar plac’h