Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/233

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
223
santelez jeann d’arc.

ar re-ze ne c’houzont ket petra oa Jeann d’Arc e gwirionez. Ne gare ket ar brezel ; ne zea d’ar brezel nemed evit senti oc’h Doue ; pa roe urz dezi e mouesiou, neuze e zea dispount, gant nerz-kaloun, hag e kase d’e heuil ar zoudarded. Ne skoaz morse taol kleze ebet e-unan ; truez e doa o velet ar boan, o velet ar goad o ruill, lenva a rea o velet soudarded Frans gouliet hag ivez an enebourien.

E kreiz ar stourmajou e sounje atao en Aotrou Doue. Gwelet on euz pegement e kare reseo ar zakramanchou ; araok mont d’an emgan, e kleve an oferen pa c’helle ; diou veich ar zizun e zea da gommunia ; aliesa ma c’helle e zea da govez : « Ne c’heller ket, emezi, goalc’hi re ar goustians ». Ar pez a reaz muia poan dezi e prizoun Rouen, eo ma ne c’helle ket klevet an oferen na reseo ar zakramanchou. Eur veich ebken e oue kaset e Doue dezi en e frizoun ; gant pebez feiz, pebez karantez, e tigemeraz Jesus en e c’haloun ! Kennerzet e oue gant ar gommunion hag e varvaz evel eur zantez, e daoulagad stag oc’h ar groaz, hag e lakeaz an daelou da redet euz daoulagad an oll var plasen ar C’hoz-Marc’had.

Ia maro eo evel ma varve gwechall ar verzerien, goude beza gouzanvet er prizoun ar poaniou krissa. E kreiz ar boan eo e veler pere eo an dud krenv, pere eo ar zent. Jeann, daoust pegen iaouank oa, a zo bet treac’h d’ar boan, treac’h d’e bourrevien, rak e spered a zave beteg Doue ha da Zoue e kinnige e foaniou. Beteg ar maro e talc’ho mad : « Va mouesiou, emezi, n’o deuz ket va desevet. » Hag ar ger diveza a guezo euz e muzellou eo hano Hor Zalver : « Jesus. »

Eun ene dispar, eur galoun oll da Zoue, setu petra eo bet Jeann d’Arc, ha setu perak eo bet diskleriet plac’h eüruz gant an IIiz.