Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/220

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210
jeann d’arc.

nion zantel gant ar brasa devosion, en enr skuill daelou. D’a c’houde, e trugarekeaz Doue a greiz kalon, pedi a reaz krenv Hor Zalver Jesus-Christ, ar Verc’hez Vari, ar zent, hag he fedennou a ioa ker birvidik, ma tirollaz meur a hini euz ar re a ioa eno da lenva ganthi.

A benn eur pennad, e oue roet d’ar verzerez he guiskamant diveza : eur zae hir evel m’e doa goulennet. Ha pa deuaz, eun tamik araok nao heur, c’houec’h ugent soudard saoz da gerc’hat Jeann, hi a ioa guisket ; sevel a reaz gant an Tad Martin ha Massieu var karr braz an Ankou.

Hed an hent, ar verc’h paour a bede ar Verc’hez hag ar zant a greiz kalon ; an dud vad a bede hag a lenve ganthi. A greiz pep tra e oue guelet eur beleg o tont a benn err varzu Jeann, sevel a reaz er c’harr hag e taoulinaz dirak ar verzerez en eur vouela dourek : « Pardoun, Jeann, emezhan, pardoun ! » Drouk ennho, ar zoudardet a grogaz ennhan, hag her c’hasaz kuit. Ar beleg-se a ioa Loyseleur, ar falz-kuzulier ; bourrevet gant rebechou he goustians ec’h anzave he bec’hed dirak an oll en eur c’houlenn pardon. Soudardet an eil renk, kounnaret-oll abalamour m’oa deut, var ho meno, Loyseleur da fall galoni, a voalgasaz anezhan. A drugare Doue evit an den-ze, Warwick a ioa tost eno, savetei e reaz Loyseleur, mes lavaret a reaz d’ezhan : « It kuit ha dioc’htu : a hent all, e maoc’h e riskl braz da goll ho puez. »

Dre ma ’z ea gant ruiou kear, varzu plasen ar Marc’had-Koz, Jeann a glemme eur vech er mare : « Rouen ! Rouen ! daoust hag ama ta eo e tlean mervel ? Ah ! Rouen ! aon am euz na vefez kastizet abalamour d’am maro ! »


————