Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/221

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
211
jeann o vont d’ar maro.




EIL KENTEL HA TREGONT


Merzerenti Jeann d’Arc. Prezegen Kolas Midi. Setans douget gant Cauchon. Peden Jeann. Ar Groaz a zo savet dirak he daoulagad. An tan. He c’homzou diveza. Eur goulm. 30 Mae 1431.


Seiz pe eiz kant soudard a gelc’he plasen ar Marc’had-Koz, evit miret ouz an dud da zont re dost d’ar varnerien, ha miret ne vefe klasket savetei ar verzerez, rak vardro dek mil den a ioa var zav e kear en devez-se.

Teir pe beder leur blench a ioa savet var ar blasen : var unan e oa bodet ar varnerien, an doktored ; var eun all, mistri ar zoudardet e kear ; an diveza a ioa evit Jeann hag an hini a dlie prezeg : Kolas Midi. Guelet a rea, demdost, ar bern keuneut a ioa savet en dro d’eur peul huel ; dirak e oa eun daolen, gant ar c’homzou-ma skrivet braz : « Jeann, e deuz great rei d’ezhi an hano a verc’hez iaouank, gaouiadez, drouk-touellerez ar bobl, divinerez,