Mes an eskop, goude beza en em glevet gant he guzulerien, a ziskleriaz d’an ursier : « Kas a c’heller he Doue d’ezhi. » Dre ar c’homzou-ze, Cauchon a anzave he-unan, sklear, ne oa ket Jeann eur bec’herez.
Kerkent ha ma oue deut respount an eskop, eur beleg a ieaz da glask he Doue da Jeann. Gant aon rak ar goardou Saoz a c’helle blasphemi ha lavaret luc’hach, ar beleg a zigasaz ar zakramant e kuz, eb kloc’h, na goulou. An Tad Martin a ’z eaz drouk ennhan : « It en dro buan, ha grit d’ar veleien digas an Aotrou Doue d’ar brizounierez gant an oll henoriou. » Roet e oue d’ezhan he c’houlenn, hag ar bobl a heuliaz an Aotrou Doue. Hervez giz an amzer-ze, ar veleien a heulie ar Zakramant, meulet ra vezo, a gane al litaniou, dre ma ’z eant ; ar bobl a respounte : « Pedit evithi. »
An Tad Martin a gemeraz an Hosti Zakr euz a dre zaouarn a beleg, he diskouez a reaz da Jeann en eur c’houlenn : « Ha kredi a rit-hu eo korf Jesus ? — Ia, emezhi, ha goulenn a ran e ve roet d’in. » Neuze e resevaz ar gommu-