verc’hez iaouank dirak ar varnerien, a zougas ar zetans en he enep en hano an oll : aon en doa, ma vije bet deut Jeann dirak an doktored, na vije bet dizoloet he droiou kamm.
En devez-se, 30 a viz mae 1431, eur merc’her, daou vanac’h euz a urz Sant Dominik a ieaz a berz Cauchon da ziskleria d’ar paour keaz plac’h iaouank e tlie beza barnet d’ar maro. Pa glevaz ar c’helou trubuilluz-se, Jeann a skuillaz daelou birvidik hag a fuillaz he bleo : « Siouaz ! emezhi, na petra reer d’in ! Va c’horf, am euz miret pur ha guerc’h atao, a vezo eta devet hirio ! Ah ! guell eo ganen mervel seiz guech eget beza devet er giz-se ! Ma vijen bet etre daouarn an dud a Iliz, n’eo ket etre daouarn ar Zaozon eo, kement-se ne vefe ket en em gavet. Ah ! eun devez, Doue, ar barner diveza, a raio paea ar gaou a reer ouzin. »
Prestik goude, Cauchon, (an den-ze n’en doa mez ebet), a deuaz er prizoun gant eun nebeut doktored. Jeann a baouezaz kerkent he hirvoudou, sevel a reaz huel he fenn en eur lavaret da Gauchon : « Eskop, dreizoc’h eo e varvan ! — Mervel a reoc’h, emezhan, abalamour m’oc’h eat eneb ho ker. — Siouaz ! emezhi, m’o pefe va lakeat e prizoun an dud a Iliz, an dra-ma ne vefe ket c’hoarvezet ; rak-se, ho kervel a ran dirak barnedigez Doue. »
Pa oue eat Cauchon kuit, hag he genseurted ganthan, an Tad Martin euz a urz Sant Dominik a goveseaz Jeann : hi a skuillaz daelou c’houero. Pa oue achu he c’hovesion ganthi, ar verc’h iaouank a c’houlennaz ar gommunion zantel, hag an Tad a reaz da Vassieu, an ursier, mont da c’houlenn ali an eskop var gement-se. Ma vije bet Jeann eur bec’herez, evel ma lavare Cauchon, pec’herez aheurtet, exkumunuget, ne dliet ket kas an Aotrou Doue d’ezhi.