Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/217

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
207
an daou vanac’h e prizoun jeann.




ama, ouspenn, ar respounchou e deuz great ar verc’h-se d’in deac’h ; brema, barnit anezhi. »

Eur c’halz euz ar varnerien a ziskleriaz e oa kouezet Jeann en he fec’hed koz, da lavaret eo, e doa kemeret a nevez he guiskamant goaz ; goulenn a rejont evelato ma vije digaset ar verc’hez iaouank dirak al lez-varn evit en em zifenn dirak an oll divarbenn he lavarou hag oberou er prizoun, ha divarbenn ar skrid e doa sinet e guered Sant-Ouen. Eskop Beauvais a oue disleal : ne roaz ket ho goulenn d’ar varnerien gant aon ne vije bet diskuillet peger fallakr oa bet e kenver ar brizounierez. Ar varnerien o deuz eta koundaonet Jeann eb beza roet d’ezhi ar galloud d’en em zifenn, eb beza klevet anezhi.

Dioc’h ma lavar Dunand, Cauchon a zo bet fallakr, en tu all da gement a c’heller sonjal, p’en deuz barnet Jeann. Daou ebken, emezhan, euz ar varnerien a lavaraz : « Jeann a zo kouezet a nevez en he fec’hed. » An daou ugent all a lavaraz : « N’eo ket sklear aoualc’h an traou evidomp-ni, ni a fell d’eomp da genta klevet Jeann araok he barn. » Eskop Beauvais, eb digas ar