Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/216

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
206
jeann d’arc.

Jeann a ioa beuzet he chalon en dristidigez. Kaer e doa ober, ne c’helle ket miret ouz he spered da nijal varzu an amzer tremenet : nag eüruz e oa bet oc’h ober labour Doue var dro Orleans ha Reims ! Na laouen e oa neuze o klevet an dud paour ha dister o veuli Doue da veza digaset anezhi d’ho sikour ; e leac’h e Rouen, siouaz ? e Rouen ne gleve ha ne vele nemet offansi Doue. N’eo ket ebken ar goardou a lavare hag a rea d’ezhi goasa c’hellent : ne oa ket souezet o klevet ar zoudardet fallakr-ze o pec’hi hag o vlasphemi ; mes Saozon a renk huel a deuaz avechou d’ober poan d’ezhi en he frizoun.

Eun devez, eun dijentil Saoz a ioa deut evelse betek ennhi, hag a ioa c’houmet he-unan ganthi eur pennad. P’en em gavaz ar gouarner, var glemmou ar brizounierez, e kavaz anezhi beuzet en he daelou. Treac’h oa bet, mes lavaret a rea goude : « Guell eo ganen mervel eget n’eo choum hirroc’h etre daouarn ar Zaozon-ze. » Ha dre ma oa bet lavaret muioc’h a draou d’ezhi epad m’e doa douget dillad maouez, e kave easoc’h, abalamour da-ze, dougen he guiskamant goaz.

Rak Jeann n’e doa aoun nemed rac’h eun dra : ar pec’hed. E c’haloun a ioa eur galoun dinam kenan hag e kreiz ar brezeliou n’eo ket bet kaillaret tam ebet. Dunois, d’Aulon an duk a Alanson o deuz diskleriet ha touet var an Aviel n’o deuz morse santet ioul, c’hoant fall ebet e kichen Jeann, rak ar zantelez a bare ato var e bizaj.

Antronoz Cauchon a oue mall gantan gervel ar varnerien da zont var he dro. Daou ha daou ugent en em gavaz e chapel vraz arc’heskopti Rouen. An eskop fallakr a zisplegaz e berr gomzou ar prosez dirazho, lenn a reaz ar paper e doa sinet Jeann, (eb her gouzout), e guered Sant-Ouen, ne zougfe mui dillad goaz, hag e lavaraz : « Setu