Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/215

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


KENTA KENTEL HA TREGONT


Jeann a zo great d’ezhi kemeret a nevez he dillad goaz. Saoz digernez var he zro. Eil prosez ar verc’hez iaouank. Jeann a reseo he Doue er prizoun. Fallagriez eskop Beauvais. Jeann savet e karr ar maro.


Pevar devez goude, pa zihunaz Jeann dioc’h ar mintin, e c’houlennaz digant he goardou beza dichadennet epad m’en em viskfe ; rak, ouspenn m’oa chadennet he divesker, e oa c’hoaz liamet e c’horf braz en hevelep doare ma ne c’helle ket finval var he guele. Ar goardou a zichadennaz anezhi, mes, e leac’h rei d’ezhi he dillad maouez ne rojont d’ezhi nemet he dillad goaz. Jeann a lavaraz : « Promettet em euz n’ho guiskin mui. » E leac’h respount, ar goardou a zirollaz da c’hoarzin goapaüz ; resevet o doa, eb mar ebet, eun urz benag digant ho mistri evit ober kement-se.

Betek kreisdeiz, ar verzerez a joumaz en he guele, eb en em viska ; mes deut ar mare-ze euz an deiz, ne c’hellaz mui herzel ; red oa d’ezhi sevel. N’e doa ken dillad nemet he dillad goaz, ar re e doa douget araok mont da vered Sant-Ouen : ho guiska a reaz a nevez. Ha setu perak, pa deuaz Cauchon, prestik goude, d’he guelet er prizoun, e kavaz ar verc’hez iaouank gant he dillad goaz. Hen a reaz d’ezhi eur goulenn benag, a reaz merka ar respounchou, hag a ieaz er meaz en eur lavaret laouen da Warwick, gouarner kear : « Mad dreist eo, e ma d’eomp. »