gant ar vaouez-se, ne dlefac’h morse beza laosket anezhi da zina. » Hag e oa kounnar braz ennho oll.
« Eur gaou oc’h euz lavaret, » eme an eskop d’ar Zaoz, ha gant he vuanegez, e vannaz d’an douar ar paperou a ioa ganthan : « Ne rin labour ebet ken, ma ne anzavit ket oc’h euz keuz da veza great d’in an offans-se. »
Eontr roue Bro-Zaoz a ioa var al leac’h, anaout a rea peger fallakr oa eskop Beauvais e kenver Jeann. Setu ma lavaraz kerkent d’ar Zaoz all : « Diskleria reoc’h dioc’htu oc’h euz keuz d’ho komzou. » Souezet, ar Zaoz a blegaz. Neuze an eontr a lavaraz bennoz Doue d’an eskob : « rak, emezhan, labourat mad oc’h euz great evit Bro-Zaoz hirio. » Ha Cauchon o veza goulennet diganthan : « Petra rin euz a Jeann ? » hen a respountaz : « Grit d’ezhi ober pinijenn. » An eskop en doa etouez he baperiou all diou zetans : eur varnedigez d’ar maro, eur zetans a binijen ; displega reaz houman hag e lennaz : « Abalamour m’ec’h euz pec’het, out barnet da zrebi bara ar glac’har ha da eva dour an anken el leac’h ma ne c’helli mui pec’hi. »
Pa oue douget ar zetans, Jeann a lavaraz : « Ha breman, tud a Iliz, va c’hasit d’ho prizounniou ; ma ne gouezin mui etre daouarn ar Zaozon-ze ! » Mestr ar goardou a droaz varzu Cauchon : « Da be leac’h, emezhan, he c’hasin ? » — « Euz a be leac’h eo deut ? » a respountaz hen.
Mestr ar goardou ne c’houlennaz ket diou vech, Jeann a oue kaset en dro da dour ar Beufik, en despet d’ar bromessa a oa bet great dezhi, araok m’e doa sinet, e vije lakeat e prizouniou an dud a Iliz. Ar promessaou all ne ouent ket miret muioc’h eget hounez, ha m’o devoue ar Zaozon sakreet var Jeann dre ma tristroe d’he frizoun, an