Chench a reaz buan paper eb beza guelet, ha pa reaz Jeann eur groaz (rak ne c’houie ket sina) ar groaz-se en em gavaz var baper Calot. Deseo eun den en eun henvelep doare a zo eur pec’hed euz a re vrasa, rak skrid Massieu a ioa berr-berr, ne lavare nemeur a dra, e leac’h skrid Calot a ioa hir-hir : dre ar c’homzou a ioa var ar skrid-se, Jeann a zislavare kement tra e doa great var ali he Moueziou, Jeann a anzave n’e doa klevet Mouez ebet morse. Pebez fallagriez !
Debout ha Dunand, daou euz ar re vrudetta etouez ar skrivanerien o deuz studiet piz-piz buez Jeann d’Arc, a lavar eo eat, tost da vad, an traou en doare-ze ; ar re all a lavar an traou demdost eveldho. Ar skrivanerien evelato n’en em glevont ket penn da benn, ha n’eo ket souez. Ne oa koulz lavaret nemet Saozon var al leac’h pa lakeaz Jeann he zreid e guered Sant-Ouen, ar Zaozon evit klask dua Jeann o deuz livet gevier ha skignet anezho muia ma c’hellent. Setu perak eo diez hirio anaout sklear ar virionez pen da ben var meur a dra divar benn Jeann d’Arc [1].
Pa ’z eo guir Jeann e doa sinet, ne c’hellet ober netra d’ezhi dioc’htu. Ar Zaozon a ioa deut evit selaou barn Jeann d’ar maro, hag o doa guelet ar bourreo var dro eno, a iouc’haz e laere Cauchon he arc’hant. Lod a daolaz mein varzu eskop Beauvais hag he guzulerien. Unan anezho a rebechaz d’an eskop he labour : « Troet oc’h
- ↑ Lod a lavar e oue dallet Jeann eur pennad ; ha n’e ket souez. Iaouank evel ma zoa, skuizet, dinerzet, torret e fen gant ar vourrevien, ne vele ket mui sklear, ne c’huie ket petra rea, hag e reaz eur groaz var ar paper kinniget dezi, rak kaout a rea dezi edo o vont da veza lakeat e prizoun an Iliz, e leac’h ma vije merc’hed en dro dezi.