Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
200
jeann d’arc.

ziouallo anezhi, e prizouniou an Iliz eo e vezo lakeat, mont a rai d’an oferen, da gommunia, dichadennet e vezo. Hag evit-se petra e deuz da ober ? Eun dra zister aoualc’h : sina eur pennadik skrid. Hag Erard a reaz da Vassieu lenn ar paper a ioa ganthan. Jeann a lavaraz : « N’em euz great drouk ebet, kredi a ran kement a gred an Iliz. » Mes Erard a ieaz en egar : « Dianzao, ha sin var paper-ze. » — « Mes ne c’houzan ket petra eo dianzao ? » — « Displegit dirazhi petra verk ar ger-ze, » eme Erard da Vassieu.

Massieu a lavaraz neuze da Jeann e doa great fall o tiskleria ne zouble ket d’an Iliz, guelloc’h e defe great, emezhan, m’e defe lavaret : « Anzao a ran galloud an Iliz katolik. » Kerkent Jeann a lavaraz krenv : « Anzao a ran galloud an Ilik katolik, hi a verko d’in ha dianzao a dlean unan benag euz va lavarou. » Mes Erard, drouk ennhan atao, a zavaz dioc’htu he vouez : « Dianzao dioc’htu, pe e vezi devet hirio, » hag he zourn astennet a ziskoueze demdost d’ezho eur penn tenval, hini ar bourreo, en e gichen karr an ankou. Goad Jeann a sklasaz ; ar bobl a grie d’ezhi : « Sinit, sinit, arabat eo d’eoc’h mervel c’hoaz. »

Neuze ar verc’h iaouank goude beza kroaziet he daouarn, ha choumet eur pennadik da ober he sonj, a ziskleriaz : « Da genta, soubla ran da c’halloud an Iliz a bez, dougen a rin eur guiskamant maouez, ha pedi a ran Sant Mikeal d’am ren ha d’am sklerijenna. D’an eil, ne zianzavan hini euz va oll lavarou er prosez nemet e kement ha ma plijfe an dra-ze gant Doue. »

P’e devoue Jeann diskleriet petra e doa sonj sina, Massieu a dosteaz gant he skrid, mes kerkent ar Zaoz Laurent Calot a dosteaz ive hag ha gemeraz paper Massieu.