Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
203
e guered sant-ouen.
tri c’hoard saoz a c’hellaz laoskel malloziou varni eno, n’eo ket merc’hed eo a deuaz d’he diouall.
Gouarner Rouen ne anaveze ket oll fallagriez Cauchon : « Mont a ra fall an traou evidomp, emezhan da unan euz ar varnerien. » — « Oh ! list, eme heman, bez en devezo anezhi en dro. »
En devez-se, goude kreiz-deiz, eur rum barnerien a deuaz da velet Jeann er prizoun. Urz e devoue da viska dillad maouez ha diskieriet e oue d’ezhi : « Ma lakit hiviziken dillad goaz, pe mar kouezit en unan pe unan euz ar pec’hejou a zo rebechet d’eoc’h, e viot barnet ha koundaonet. »
Ne dliet ket gortoz pell.