Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/204

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
194
jeann d’arc.

d’ezhi, ha Jeann ne roe ket a dro d’he zamall. Evit dont a benn anezhi, ar varnerien a zonjaz er vourrevien.

En amzer-ze, evel ma c’hoar ervad an dud desket, pa veze tamallet eun den da veza great eun torfet benak ha pa ne anzave ket he faot, e veze aliez lakeat etre daouarn ar bourreo. Heman, gant he vevelien, a vreve korf an den, a zispenne he izili, ken n’an deze anzavet he dorfet. Jeann a oue kaset e kampr vraz ar vourrevien, kampr karget gant ar fouetou ploum, an durkeziou, ar starnou koat evit lakât chacha var an izili ken a strakent, hag eno, dirak an izinou kriz-se a rea da c’hoad eun den sklasi en he greiz, e oue lavaret d’ezhi : « Anzavit n’euz nemet gevier ganeoc’h pe e vefot bourrevet. » E leac’h kemeret aon, Jeann a zavaz huel he fenn hag a lavaraz : « E guirionez, ha pa rafac’h dispenn va izili hag ober d’in mervel gant ar boan, ne zislavarin ket eur ger euz a gement tra am euz diskleriet, ha ma lavarfen an disterra ger eneb, e livirin atao da c’houde, eo dre nerz o pezo great din diskleria an dra-ze. » Pa glevaz Cauchon hag ar re all ar c’homzou kalounek-se ne oue ket kredet ober netra eneb Jeann. Ha divezatoc’h, pa oue goulennet ali daouzek euz ar varnerien divar benn bourrevi Jeann, tri ebken a c’houlennaz ma vije dispennet he c’horf ; unan euz an tri-ze, tra heuzuz da lavaret, a oue Loyseleur, guella mignoun Jeann, var he veno !

Dizale ec’h en em gavaz lizer doktored Paris ; diskleria reant, goude beza lennet piz kement tra a rebechet da Jeann, e oa guirion ar rebechou a reat d’ezhi ; var gement-se, doktored Rouen a lavaraz e oant a unan gant re Baris : lod anezho a c’houlennaz evelato ma vije pedet Jeann da ziskleria e souble da varnedigez an Iliz.

D’an 23 a viz mae, eskop Beauvais, nao varner all en dro dezan, a c’halvaz ar brizounierez dirazhan. Unan