Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/203

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
193
he c’hlenved.

aliez ar re glanv ; Jeann a oue digoret eur voazien d’ezhi, ha dizale e pareaz.

Klenvel a reaz adarre goude m’e devoue debret euz eur pesk digaset d’ezhi var urz eskop Beauvais. Pa deuaz ar medisin d’he guelet, Jeann a lavaraz e oa marteze ar pesk-se kaoz d’he diezamant ; mes d’Estivet a ioa eno neuze, hag a reaz d’ar plac’h iaouank rebechou ker c’houero ha ker kasaüz, ma c’hoaseaz kalz kalz d’ezhi. Gouarner Saoz kear a deuaz dizale, ha pa glevaz ar pez a ioa c’hoarvezet, e tifennaz ouz d’Estivet ober rebech ebet ken da Jeann. En dro-ma adarre, ar brizounierez a bareaz buan.

Araok ma oue Jeann pare aoualc’h, Cauchon a ioa bet o velet anezhi ; goulenn a reaz digant ar verc’h dinerzet dislavaret an traou faoz e doa diskleriet er prosez. Ar verc’hez iaouank a respountaz : « Kredi a ran e maoun e riskl da vervel gant va c’hlenved. Ra vezo great bolontez Doue ! mes ho pedi a ran da rei d’in sakramant ar binijen ha sakramant an aoter. Erfin, goulenn a ran ma vezo lakeat va c’horf en douar benniget. » An eskop digalon ne reaz promesa ebet d’ezhi.

Pa oue pare Jeann, e oue digaset dirak eun niver braz a dud a Iliz, a zoktored, ha neuze Cauchon a c’houlennaz diganthi a kredi a rea en Iliz : « Kredi a ran, eme Jeann, mes fizianz am euz e barnedigez Doue hag en Hor Zalver. Neuze unan euz an Doktored a c’houlennaz diganthi perak ne felle d’ezhi plega nemet da Zoue evel barner, hi a respountaz : « Abalamour Doue eo en deuz diskleriet d’in va labour, eb sikour an dud. »

Kaer o doa bet ar varnerien kemeret poan, n’o doa ket kalz a dra da rebech d’ar verc’h iaouank. Evit he barn d’ar maro, e oa red kaout eur rebech pouner benak d’ober