Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/202

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
192
jeann d’arc.

ha chapeliou kear Rouen a gane laouen da c’hervel an dud d’ar zul Fask ; ha Jeann, ken devot d’Hor Zalver, Jeann digemeret pell a ioa var a leverer, e trede urz Sant Fransez, ne c’helle ket zoken mont d’an oferen. Nag hi a skuillaz daelou puill ha c’houero !

Cauchon en doa kaset da zoktored Paris an oll rebechou a reat da Jeann d’Arc, mes ar re-ma a ziskleriaz e oa guelloc’h d’ezhan krenna he labour. Daou euz an doktored a renkaz an dek rebech ha tri-ugent e daouzek komz ; da c’houde, eskop Beauvais a c’houlennaz ho ali digant daou varner var ’n ugent. Eur c’halz anezho a lavaraz freaz : « Pec’het e deuz, he c’houndaouni a rankomp. » Hiniennou anezho a joumaz var-var : « He c’houndani a dleer, eme unan, nemet dont a rafe he Moueziou a berz Doue. — Fall e deuz great, eme re all, o viska dillad goaz, nemet her great e defe evit difenn guelloc’h a-ze he guerc’hdet. »

Chalonied an iliz-veur a roaz ho ger goude beza choumet pell amzer da argila : koundaouni a reant Jeann d’Arc. Eskop Avranch, eur guir veleg, eün ha dispount, a ziskleriaz : « E kement e deuz lavaret Jeann, n’euz netra dreist galloud Doue ; rak-se, pa ’z eo guir n’eo ket sklear aoualc’h ar prosez, e tleer kas ar verc’hez iaouank dirak Hon Tad Santel ar Pab. » Komzou an eskop kalonek ne rejont vad ebet da Jeann ; hen he-unan a oue taolet er prizoun nebeut amzer goude, mes mont a reaz laouen : great en doa he zever.

Heskinet, merzeriet gant kement-se a zoktored, Jeann a gouezaz klanv. Pennou braz ar Zaozon, gant aon na varfe gant he c’hlenved, a c’halvaz dioc’htu var he zro ar guella medisined : « Jeann, emezho, a zo bet prenet re ger evit ma vefe laosket da vervel en eur guele ; barnet e rank beza, ha devet. » En amzer-ze, edo ar c’hiz da c’hoada