Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/201

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
191
diabars prizoun rouen.




ped, mar am c’harit, da lavaret din ar pez a dlean da respount d’an dud a Iliz-se. Plijet ganeoc’h hen deski d’in. » Ha Doue, var a ziskleriaz, a roe d’ezhi kuzul.

Goude m’e devoue freuzet, tam ha tam, oll labour doktored ar Zaozon, Cauchon a c’houlennaz diganthi : « Jeann, petra respountit d’an oll draou a zo rebechet d’eoc’h ? — Ho nac’h a ran oll, emezhi ; oll, nemet ar re am euz koveseat. » Var gement-se, e oue kaset en dro d’he frisoun.

D’ar zadorn Fask, an doktored a deuaz adarre d’he chaout. « Jeann, eme unan anezho, ne gredit-hu ket e maoc’h dindan galloud Hon Tad Santel ar Pab, ar c’hardinaled, an Arc’heskibien hag an Esbikien ? — Eo, emezhi, ha senti a rin outho, gant ma vezo servichet Doue da genta. »

(Na pebez ger kaer ! atao hag e pep tra, e tle beza servichet Doue da genta).

Pebez rann-galon evit Jeann en deveziou-ze ! Ar gristenien all en em vode en ilizou, a iea da goves ha da gommunia ; hi, klozet ha chadennet, ne c’hellaz ket ober evel ar re all. Ar pemp kant kloc’h a ioa d’ar mare-ze en ilizou