Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/205

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
195
fallagriez he barnerien.

euz ar varnerien, var urz Cauchon, a lennaz da Jeann kement tra euz oll lavarou ar proses a ioa rebechet d’ezhi, hag a ziskleriaz d’ezhi da c’houde : « Red eo d’eoc’h soubla da lliz an douar, red eo d’eoc’h lavaret : Me a gav mad kement a zo kavet mad gant an lliz : dislavaret a ran kement tra a vezo bet kavet fall ganthi em frosez. »

Jeann a zonje : Ma lavarfen e soublan d’an Iliz, an dra-ze a vefe diskleria eo leal barnedigez an dud a Iliz renet gant Cauchon, ha ne c’hellan ket anzav kement-se. Setu perak Jeann a respountaz : « N’em euz netra da zislavaret euz an oll draou am euz diskleriet em frosez. »

— « Daoust ha ne c’houzoc’h ket, eme Gauchon, « emaoc’h e riskl da veza devet ? »

— « Ha pa velfen, emezhi, an tan c’houezet, ar c’heuneut seac’h renket, ar bourreo var evez euz he labour, ha pa zavfen zoken var ar c’heuneut, ne c’helfen ket dislavaret ar pez am euz diskleriet er prosez, ar virionez eo, ha delc’her a rin d’ezhi betek ar maro. »

Neuze Cauchon a c’houlennaz : « Eun dra benag oc’h euz c’hoaz da ziskleria ? » — « Nan, eme Jeann. » Neuze ar varnerien a ieaz d’ar gear.

Kalet e oa evit Cauchon, en doa implijet oll finessaou eur spered lemm, oll deskadurez eun doktor guiziek evit dont a benn euz eur plac’h iaouank, kalet e oa evithan anzao e oa trec’het ganthi. Kendalc’her a rea Jeann da lavaret e oa deut a berz Doue. Neuze, evit gounid an arc’hant roet d’ezhan gant ar Zaozon brokuz, hag eaz e oa d’ezho beza brokuz, rak mizou ar prosez a oa paet gant an taillou savet gant ar Zaozon var dud an Normandi, Cauchon a zonjaz ober eun taol trubarderez, lakât Jeann da zina eur paper e faoz. E guirionez, an eskop-se ne dlefe morse beza bet lakeat e renk an dud a Iliz ; morse ! eur vez eo klevet he hano ebken !