An doktor. — Neuze n’eo ket red d’eoc’h mont da govez ?
Jeann. — Ne voalc’homp morse re hor c’houstians.
An doktor. — Perak oc’h eat da zougen an armou e leac’h beza chomet er gear da c’hriat ha da neza ?
Jeann. — Merc’hed aoualc’h a joum c’hoaz d’ober al labour-ze.
An doktor. — Petra zo guella ganeoc’h : klevet an oferen gant eur guiskamant maouez, pe chom guisket e goaz eb oferen ?
Jeann. — Grit d’in eur zae hir betek an douar, ha m’her guisko evit mont d’an oferen. Eur vech distro ama, e kemerin adarre va guiskamant goaz. Karout a rafen, en henor da Zoue ha d’ar Verc’hez, klevet an oferen er gear-ma.
An doktor. — Evit kaout oferen, chenchit guiskamant evit atao.
Jeann. — Goulenn a rin kuzul digant va Moueziou, ha goude, me a respounto d’eoc’h.
An doktor. — Guelloc’h eo d’eoc’h kemeret ar guiskamant-se.
Jeann. — Ne gemerin ar guiskamant maouez nemet pa blijo gant Doue. Mar bezan kaset dirak justis ar roue evit beza barnet, e c’houlennin digant an dud a iliz ar c’hras da gaout eun iviz hag eur c’hougoul benag var va fenn. N’euz fors pe seurt iviz a vezo mad, gant ma vezo hir.
En amzer-ze, ar goazed tamallet da veza great eun torfed benag, a veze divisket ha bourrevet pa gouezent etre daouarn ar justis. Ha Jeann, choumet pur etouez ar zoudardet, evel eul lilien etouez an drez hag ar spern ; Jeann, pur evel dour sklear eur feunteun, a c’houlenne eun iviz