Jeann. — Bez kalounek, sikour az pezo, gouzanv da verzerenti gant pasianted. Ne c’houzon ket avad ha tennet e vezin euz ar prizoun-ma.
An doktor. — Gouzanv da verzerenti : petra eo an dra-ze ?
Jeann. — Me a entent dre ar c’homzou-ze, poaniou ha diezamanchou ar prizoun.
An doktor. — Sur oc’h eta da vont d’ar baradoz ?
Jeann. — Ia, abalamour va Moueziou o deuz diskleriet d’in ez in di, ha n’ez in ket d’an ifern.
An doktor. — Kaout a ra d’eoc’h eta ne c’hellit mui pec’hi marvelamant ?
Jeann. — Ne c’houzon dare ; va fizians a lakan en Hor Zalver Jesus-Christ.
An doktor. — Hag e kredit oc’h sur da vont d’ar baradoz ?
Jeann. — P’em euz lavaret e vezin saveteat, ec’h ententan dre eno ez in d’ar baradoz ma viran al le am euz great da Zoue, e choumin atao pur a gorf hag a ene.