Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
180
jeann d’arc.

Jeann. — Ia, pokat a ran zoken d’an douar goude m’eo eat kuit, hen hag an elez all ganthan.

An doktor. — An elez-se, chom a reont pell ganeoc’h ?

Jeann. — Dont a reont aliez etouez ar gristenien eb beza guelet. Va unan, meur a vech, em euz guelet an elez etouez an dud.

An doktor. — Perak oc’h euz great lam divar tour Beaurevoir ?

Jeann. — Klevet em boa lavaret e vije lazet oll Compiegniz, oll koz ha iaouank betek ho zeiz vloaz, hag e kaven guelloc’h mervel eget choum beo varlec’h tud ker mad.

An doktor. — Ho Moueziou eo o deuz aliet ac’hanoc’h da lemel ?

Jeann. — Nan ; bemdez pe kasi bemdez, santez Katell am alie da joum eb ober lam, lavaret a rea d’in : « Doue ho sikouro hag a zikouro ive tud Compiegn. Bezit pasiant. N’ez eoc’h er-meaz euz ho prizoun nemet goude m’o pezo guelet roue Bro-Zaoz. »

Me respountaz : E guirionez, ne garfen ket he velet.

An doktor. — Ne zonje ket d’eoc’h e vefac’h lazet en eur ober lam ?

Jeann. — Nan, rak en eur ober lam, em euz kinniget da Zoue va c’horf ha va ene ; kaout a rea d’in e tec’hfen en doare-ze euz a dre zaouarn ar Zaozon.

An doktor. — Petr’oc’h euz goulennet digant ho Moueziou ?

Jeann. — Tri zra : kas va labour da benn, kaout sikour Doue evit ar Fransizien hag ar c’heariou a zo d’ezho, hag erfin, silvidigez va ene.

An doktor. — Petra o deuz diskleriet ho sentezed d’eoc’h ?