tra a ioa bet merket divar benn ar prosez gant ar skrivanerien, poania a dlient a nevez da luia ar verzerez.
Ian ar Feunteun, desket braz var lezennou an iliz, a c’houlennaz digant ar plac’h iaouank :
« Ho Moueziou n’o doa ket lavaret d’eoc’h e vefac’h paket ?
Jeann. — Eo, meur a vech, ha kasi bemdez, mes kaer em boa goulenn digantho peur hag e pe leac’h, n’hen lavarent ket d’in. M’am bije gouezet an heur ne vefen ket eat a greiz kalon da Gompiegn ; eat e vefen evelato, var urz va Moueziou.
An doktor. — Eal Doue n’en deuz ket ho sikouret evel m’eo dleet, pa ’z eo guir oc’h bet paket ?
Jeann. — Doue a zo plijet ganthan e vefen paket, ha setu perak e kredan eo evit va brasa mad eo.
An doktor. — Gelver a rit ho sentezet, pe hi a deu eb beza pedet ?
Jeann. — Guech e teuont eb beza pedet, guech e teuont var va fedennou.
An doktor. — Daoust ha kredi a rit beza great mad o kuitât tad ha mam eb ho aotre ?
Jeann. — E pep tra, nemet neuze, em euz atao sentet outho, skrivet em euz dezho abaoue, hag o deuz pardounet d’in.
An doktor. — Kredi a reac’h o poa pec’hed o tec’het dioutho ?
Jeann. — Pa ’z eo guir Doue a c’hourc’hemenne, n’em boa ken d’ober nemet bale. Ha p’am bije bet kant tad ha kant mam, ha pa vefen bet merc’h eur roue, e vijen eat kuit var urz Doue. Va zad ha va mam a zo bet dare d’ezho koll ho fenn p’oun eat da Vaucouleurs.
An doktor. — Saludi a rit sant Mikael p’her guelit ?