Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/193

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
183
jeann dirak he barnerien.




hir. Ha divezatoc’h, pa oue koundaonet d’ar maro, Jeann a skuillaz daelou c’houero hag a lavaraz : « Guell e vefe ganen beza dibennet seiz guech, eget mervel evelse. »

N’eo ket m’e devije aon rak an tan, mes ar goazed a veze divisket araok beza devet, ha rak an dra-ze eo e doa aon. Pegen dinam oa e c’haloun !

Evel ma vezo guelet divezatoc’h, Jeann, choumet en he buez ker pur, e deuz gellet beza guisket deread er maro zoken.

An doktor. — Saludi a rit ho sentezed ?

Jeann. — Ia, avad. Ha pa zigouez ganen choum eb ho saludi, ho fedan d’am fardouni. Karout a rafen em bije gellet ober d’ezho kaeroc’h hag izeloc’h reverans eget na ran.

An doktor. — Petra’n deuz desket sant Mikael d’eoc’h ?

Jeann. — Lavaret en deuz d’in dreist oll beza pur, hag e vefen sikouret gant Doue. Diskleria rea d’in pegen truezuz e oa an traou e rouantelez Frans.

An doktor. — Pe seurt furm en doa p’her guelac’h ?

Jeann. — Furm eun den a zoare. An elez am euz guelet