eur gristenez vad ; mes n’en doa ezom ebet da c’houzout ar virionez divar benn he c’hommunionou all var ar bloaz. Setu perak e respountaz ar verc’hez iaouank : « It dreist. »
Beauper. — Peur oc’h euz klevet ho Moueziou evit ar vech kenta ?
Jeann. — D’am zrizek vloaz. Aoun am oue en dro genta : var dro kreisdeiz oa, e liorz va zad edon, eun anvez. Ar vouez a glevjon en tu deou, divarzu an iliz.
Beauper. — Ha guelet a reac’h eur sklerijen ?
Jeann. — Eun taol ral eo d’in klevet va Moueziou eb guelet eur sklerijen gaer. P’oun deuet er Frans, e kleven ar Vouez aliez braz.
Beauper. — Petra zonjit euz ar vouez-se ?
Jeann. — Kaer e kaven he c’hlevet. « En drede guech m’her c’hleviz, ec’h ententjon e oa mouez eun eal. Sklerijennet mad oun bet atao gant ar vouez-se, hag he ententet mad em euz great atao. »
Ha Jeann a ziskleriaz da c’houde kement tra a c’houzomp divar benn mont da Vaucouleurs, mont d’ar Frans, he beach, he c’hleze kavet en iliz santez Katell, he diskenn en eun hostaliri e Chinon.
Beauper. — Piou a ziskouezaz d’eoc’h an hini a hanvit ho roue ?
Jeann. — Va Mouez a lavaraz d’in pehini e oa.
Beauper. — Eur sklerijen benag a ioa eno, p’eo bet diskouezet ho roue d’eoc’h ?
Jeann. — It dreist.
Beauper. — Eun eal benag a ioa eno dreist ho roue ?
Jeann. — It dreist.
Beauper. — Petra zo bet diskleriet d’ho roue araok m’en deuz lakaeat he fizians ennoc’h ?