Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/175

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
165
deveziou kenta ar prosez.

Jeann. — N’hel livirin ket d’eoc’h ; mes kasit tud d’her goulenn digantan, hag hen a respounto d’eoc’h.

Beauper. — Piou o deuz klevet ar vouez a gomze ouzoc’h ?

Jeann. — Va roue, Charles de Bourbon he genderv, ha daou pe dri all o deuz klevet ar vouez.

Beauper. — Her c’hlevet a rit-hu aliez ?

Jeann. — Bemdez her c’hlevan, hag izom braz am euz a gement-se.

Beauper. — Daoust ha n’oc’h euz ket great d’ho soudardet en em ganna eun devez gouel ?

Jeann. — Marteze aoualc’h.

Beauper. — Ha mad oa an dra-ze ?

Jeann. — It dreist. »

Meur a dra all a oue goulennet c’hoaz, mes ar respounchou a reaz ar verc’hez iaouank ne zeskfent netra ebet d’al lenner.