Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/173

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
163
deveziou kenta ar prosez.

Pa oue achu an diviz, Jeann a glemmaz abalamour m’oa bet chadennet. Cauchon a respountaz : « Klasket oc’h euz tec’het euz ar prizoun e Beaulieu hag e Beaurevoir, ha setu perak eo red diouall mad ac’hanoc’h. » Jeann a respountaz : « Guir eo, klasket em euz, ha klask a rafen c’hoaz tec’het, guir pep prizounier eo. »

Antronoz, d’an 22 a viz chouevreur, Jeann a oue kaset dirak eskop Beauvais, seiz barner ha daou-ugent en dro d’ezhan. Klasket e oue da genta ober d’ezhi toui e lavarfe ar virionez var bep tra, mes en devez-se adarre, ne c’hellaz ar varnerien gounit netra varnhi. Cauchon a reaz d’an doktor Beauper, rener braz skolach an dud a iliz e Paris ober ar goulennou da Jeann : « Respount a rin, eme ar verc’hez iaouank, da c’houlennou a zo ; da re all ne respountin ket. Ma velfec’h sklear an traou, e karfac’h va guelet eat euz a dre ho taouarn, rak n’em euz great netra nemet var lavar Doue hag he zentezed. »

Beauper. — Eur vicher benag oc’h euz desket en ho iaouankiz ?

Jeann. — Ia, desket em euz griat ha neza, ha var gement-se, n’em euz aon rak merc’h ebet euz a Rouen.

Beauper. — Koves a reac’h bep bloaz ?

Jeann. — Ia, d’am aotrou persoun, pe d’eun all euz he bers. Diou pe deir guech oun bet koveseat gant menac’h er C’hastelnevez, kommunia a rean da Bask.

Beauper. — Ha d’ar goueliou all ?

Jeann. — It dreist an dra-ze.

Ken aliez guech ha ma ne deveze ket a c’hoant da respount, Jeann a lavare evelse : it dreist ; pe : an dra-ze ne zell ket ouzoc’h, a zo eta ar memez tra.

Ar barner en doa guir da c’houzout hag ober a rea Jeann he Fask, ma ne defe ket her great, ne vije ket bet