ar mintin, Jeann d’Arc a oue bleniet dirak Per Cauchon, eskop Beauvais, tri varner ha daou-ugent en dro d’ezhan : « Touit, eme an eskop, e respountoc’h ar virionez var gement tra a vezo goulennet diganeoc’h.
Jeann. — Mes ne c’houzon ket ar goulennou a reoc’h d’in.
Cauchon. — Touit e leveroc’h ar virionez var bep tra, mar gouezit.
Jeann. — Evit kement a zell ouz va zud, ha kement tra am euz great var an hent euz a Vaucouleurs d’ar Frans, e touin a greiz kaloun : mes an traou a zo bet diskleriet gant Doue, hag am euz lavaret d’am roue ha d’ezhan ebken, an traou-ze ne azlavarin da zen, ha pa ve troc’het va fenn : va Moueziou o deuz difennet ouzin ho diskleria da zen ebet. A benn eiz dez ama, e c’houezin ervad ha komz a dlean anezho. »
Kaer en devoue Cauchon pedi ha gourdrouz, ne c’hounezaz netra var ar verc’hez iaouank ; hi a douaz daoulinet, he daouarn var levr santel an Aviel, e lavarfe ar virionez var an traou a zell ouz ar feiz, mes var an traou-ze ebken.
Cauchon. — Pe hano oc’h euz ?
Jeann. — Em bro e veze great Jeannet ac’hanoun, mes abaoue m’emaoun e Frans, e vezan hanvet Jeann.
Cauchon. — E pe leac’h oc’h bet badezet ?
Jeann. — E Domremy.
Cauchon. — Petra c’houzoc’h.
Jeann. — Va mam e deuz desket d’in Hon Tad pehini zo en env ; Me ho salud, Mari ; Me gred e Doue, an Tad ; va mam ebken e deuz great skol d’in.
Kalz traou all a oue goulennet digant Jeann, mes lavarou ar verc’hez iaouank ne zeskfent netra d’al lennerien.