Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
161
jeann a dou var an aviel.




Er c’houec’h guech kenta ma ’z eaz Jeann dirak he barnerien, e oue roet digor d’an oll dud a iliz o doa c’hoant dont da zelaou. Tost da bemzek dez e padjont ; euz ar merc’her 21 a viz c’houevreur betek ar zadorn 3 a viz meurz.

Derc’hent ar merc’her kenta, da lavaret eo d’an 20, e oue kemennet d’ar brizounierez e vije kaset antronoz da japel ar c’hastell, evit respount var an traou a damallet d’ezhi. Jeann a lavaraz kerkent : « Mont a rin, mes goulenn a ran daou zra : da genta, ma vo galvet da gemeret renk etouez ar varnerien kement a veleien a du gant ar Frans evel ma ’z euz a dud iliz a du gant ar Zaozon ; d’an eil : ma c’hellin klevet an oferen dioc’h ar mintin araok mont dirak ar varnerien. »

Pa oue kaset mennoziou ar brizounierez d’ezhan, Cauchon ne respountaz netra d’ar goulenn kenta ; e kounnar e ieaz pa glevaz an eil goulenn : « Ar brizounierez, var he veno, a ioa re vraz pec’herez evit kaout guir da lakât he zreid en eun iliz evit klevet an oferen. »

D’ar merc’her, 21 a viz c’houevreur, da eiz heur dioc’h