Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7
orleans hag ar pount var al loire hirio.




EIL KENTEL


Stad ar Frans pa deuaz Jeann d’Arc. Frans ha Bro-Zaoz e brezel. Charles V. Charles VI. Orléans kelc’het.


Eur brezel braz, hanvet ar brezel a Gant vloaz, abalamour ma padaz ouspenn kant vloaz etre ar Frans ha Bro-Zaoz, e doa rivinet hor bro. Roue Bro-Zaoz, Edouard III, en doa dre heritach eul loden vraz euz douarou ar Frans, rak mab bian oa d’ar roue Philipp IV. Tri mab Philipp IV a varvaz eb lezel var ho lerc’h mab ebed ; neuze noblans Frans, evit miret oc’h eur vaouez da ren, a reaz eul lezen hanvet al lezen salik a verke e vije atao e penn ar Frans eur roue, ha nan eur rouanez. Dre al lezen-ze, kurunen Frans a oue roet da eur mab da vreur Philipp IV a gemeraz an hano a Philipp VI Valois. Mes roue Bro-Zaoz, mab bian da Philipp IV dre he vam, a c’hoantea kaout rouantelez Frans, hag a ieaz drouk ennhan o klevet oa lakeat da roue eun niz d’he dad-koz. Dont a reaz gant he armeou da ober brezel d’ar Frans. Hor bro a oue epad ar brezel-ze