Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8
jeann d’arc.

varnez beza gounezet a bez gant Bro-Zaoz. Trec’het e oue hon armeou e Crecy (1346), e Poitiers (1336), en Azincourt (1413), ha n’ouzon ket e ped leac’h all c’hoaz. Goulskoude ar Fransizien o doa en em gannet mad, nerz kalon o doa diskouezet e kement krogad o doa bet ; mes evelato ne c’houient mui ober brezel evel kentoc’h. Ho flijadur oa c’hoari gant ar c’hleze, mont var araok atao, n’euz fors peur na penaoz ; n’oant ket evit gedal pa veze red. Re a lorc’h a ioa ennho peurliessa ; pephini a rea dioc’h he benn he-unan. Abalamour da ze e ouent trec’het gant ar Zaozon a ioa d’ar poent-se guelloc’h desket var vicher ar brezel, ar zoudardet var droad dreist oll. Ar Frans e doa re a dud var varc’h, re nebeud var droad. Soudardet Bro-Zaoz ne reant ket dioc’h ho fenn ho-unan, gouzout a reant senti, ober evel a lavare ar vistri. Anez an urz vad, eun arme ne dal netra, en despet d’an nerz kalon a ziskouez ar zoudardet.

Ar Fransizien n’en em glevent ket aoualc’h etrezho, mont a reant e brezel an eil oc’h egile, lod anezho zoken a droaz gant Bro-Zaoz. En hor bro Breiz, n’oa ket c’hoaz stag oc’h ar Frans, Ian de Montfort a ioa a du gant ar Zaozon, Charles de Blois gant ar Fransizien. Salaün ar Foll a lavaraz da zoudardet en em gavaz ganthan vardro Lesneven : « Me ne doun nag euz tu Blois, nag euz tu Montfort ; me zo servicher an Itroun-Varia. »

Pegen truezuz n’oa ket doare ar Frans, epad an amzer-ze ! Ar spount, an enkrez a rene e peb leac’h ; ar gernez, al laeronsi a gase ar vro da netra ; e kalz lec’hiou zoken ar guella douarou gounid a droe e lanneier gouez. Petra dalveze labourat an douar, p’e guir pa zounjet nebeuta, e teue soudardet Bro-Zaoz pe laeroun all da zevi, da goll, pe da gas gantho ar pez a veze en douar ? Eur goall dra all