Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6
jeann d’arc.

labourerien o sevel hon ilizou koant ha pinvidik. An ilizou katedral ha re all c’hoaz gant ho mein dantelezed a zo al labourou kaera a zo bet great en hor bro. En hon eskopti, petra zo koantoc’h ha pinvidikoc’h eget iliz Kemper, iliz Kastel, tour Kreisker, iliz ar Folgoat ha meur a hini all c’hoaz savet gant feiz hon tadou koz ?

Piou a lavaro breman pegement a zantelez a zo bet kuzet er c’houenchou ken niveruz savet e peb leac’h ? pegement a bedennou a zo pignet ac’hano varzu an env ? Piou a lavaro labourou ar relijiuzed, ho frezegennou, ho skueriou santel, ar boan o deuz kemeret da skigna relijion Jesus-Christ er Frans da genta, er broiou all da c’houde ; rak ar Frans eo e deuz atao dioueret ar muia vugale evit ho c’has da brezeg ar feiz er broiou pell ; hirio c’hoaz, en despet d’ar brezel kounnaret a zo great d’ar relijion en hon touez, hi eo a joum er penn araok, hi eo a gas ar muia tud hag ar muia arc’hant da sklerijenna an dud divadez.

Abalamour da ze, Doue ne c’helle ket chom eb kaout truez ouz ar Frans, eb skuill he vennoz varnhi. Diskouezet en deuz meur a vech e kar hor bro. Hen diskouez en deuz great dreist oll o tigas d’eomp Jeann d’Arc.



Eul loden euz ar guiskamant dir.