Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
154
jeann d’arc.

kement a zrouk ennhan, ma tifennaz outhan distrei var dro ar prosez. Den leal ha dispount, ar c’huzulier a deuaz er memez tra ; mes an eskop kounnaret oc’h ar beleg-ze, a rea he zever penn-da-benn, a reaz he chadenna hag e deuler er prizoun. Great e oue hano d’he gas pell euz ar vro, pe d’he daoler er ster, mes ar guzulerien all a c’hellaz he zavetei.

Eur beleg all, Ian ar Feunteun (Jean de la Fontaine), kuzulier ive, a dec’haz araok ma oue achu ar prosez, gant aon rak ar Zaozon.

Lohier, eur beleg desket braz var al lezennou, a deuaz eun devez da ober eur bale da Rouen, ha Cauchon a c’houlennaz diganthan he zonj divar benn ar prosez. Lohier a respountaz var eün : « N’eo ket reizet hervez lezennou an Iliz : da genta, abalamour ar guzulerien ne c’hellont ket diskleria ho zonj guirion, rak re a Zaozon a zo o selaou al lavarou ; d’an eil, unan benag a du gant roue Frans a dlefe beza karget da zifenn he viriou dirak ar varnerien ; da drede, ar verc’hez iaouank n’e deuz den d’he sklerijenna, hag hi minorez gouskoude ; ouspenn-ze, c’houi hag ho tud a c’houlenn diganthi traou hag a zo diez braz rei respount varnho. »

Eskop Beauvais a gavaz kalet ar c’homzou-ze ; hen diskouez a reaz. Ha dioc’h ar pardaez, Lohier a lavare : « Renerien ar prosez-se a ra anezhan dre gasouni ha netra ken, setu perak ne joumin mui pelloc’h ama. » En noz varlerc’h, Lohier a skoaz varzu Roum, ha mad a reaz, rak Cauchon hag he dud a rea hano d’he deuler er ster ; e Roum e oue henoret abalamour d’he lealdet ha d’he zeskadurez : eno e varvaz.

Ian du Châtillon, kuzulier euz ar renk huella, souezet o velet finesaou fallakr ar varnerien, a ziskleriaz eun