Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
155
prosez fallakr.

devez ne oa ket red da Jeann respount d’an oll goulennou a veze great diganthi. Difennet e oue outhan dont da c’houde var dro ar prosez.

Etouez ar veleien o deuz bet ho ger da rei divar benn Jeann, hiniennou eta a anavezaz hag a anzavaz a virionez, mes Cauchon, ar mestr braz, a lakea buan ar re-ze a gostez, hag en doare-ze, e renaz ar prosez evel ma karaz. Dougen a reaz, evel m’hel livirimp divezatoc’h, eur zetans fallakr ha mezuz : fallakr, rak ar verc’hez iaouank a ioa divlam ; mezuz, rak Jeann hag hen a ioa kenvroiz, euz ar Frans ho daou ; mezuz, abalamour hen a ioa den a iliz, eskop.

N’eo ket eb abek eo e kemeraz aon ar re ioa dindan galloud eskop Beauvais, diez eo rei da entent peger kounnaret oa Cauchon hag ar Zaozon eneb ar re a ioa a du gant Jeann d’Arc.