Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/163

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
153
prosez fallakr.

a ioa en amzer-ze en eskopti Soissons, eskop ar gear-ze eo en doa eta da velet var Jeann ; mes Cauchon, gant he vall d’ober eur prosez brudet, a ieaz var araok, hag o veza ma oa a du gant ar Zaozon, ne oue ket diarbennet.

Epad ma rene ar prosez, Cauchon a oue tennet diganthan pep digarez da varn Jeann d’Arc, rak hanvet oa bet eskop e Lisieux gant an Tad Santel ar Pab, d’an 19 a viz genver 1431. M’an defe Cauchon sentet ouz ar Pab o vont dioc’htu d’he eskopti nevez, n’en defe bet netra mui da velet var prosez Jeann, rak hi, paket e kichen eskopti Beauvais, ne doa morse lakeat he zreid en eskopti Lisieux. Mes Cauchon a vresse dindan he dreid an oll guiriou hag an oll lezennou ; e leac’h mont da Lisieux, e choumaz da varn ha da goundaoni ar verc’hez iaouank.

Eskop Beauvais ne labouraz ket evit netra. Ar Zaozon, pinvidik divar goust ar Fransizien, a roaz d’ezhan var dro kant mil lur evit he zigoll euz ar mizou a reaz, hag euz ar boan a gemeraz gant a prosez, rak Cauchon ne c’helle ket barn he-unan, red mad oa d’ezhan klask re all d’her sikour en he labour. Ho dibaba a reaz, ha ne gemeraz da rei an dourn d’ezhan nemet tud a du gant ar Zaozon fallakr.

En despet da-ze, hiniennou euz ar varnerien-beleien a anzavaz ar virionez, mes ker e koustaz d’ezho. Unan anezho, Colas Houppevill, a ziskleriaz ne c’helle ket ar varnedigez beza mad : da genta, abalamour eskop Beauvais, a du gant ar Zaozon, a ioa enebour Jeann ; d’an eil, abalamour lavarou hag oberou ar verc’hez iaouank a ioa bet kavet mad e Poitiers gant eun arc’heskop hag en doa da velet var Gauchon : eskop Beauvais ne c’helle ket terri setans arc’heskop Reims.

Pa glevaz Cauchon ar beleg-se o tiskleria he zonj, e ieaz