Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/162

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
152
jeann d’arc.

serez. Kounnaret oant, abalamour ma oa bet Jeann treac’h d’ezho, kounnaret dre ma lavare ar verc’hez iaouank : « Doue ne fell ket d’ezhan e renfe ar Zaozon e Frans, digaset oun gant an env da daoler er meaz laeroun ar vro. »

Jeann he-unan, ha Jeann ebken eo e doa diskaret galloud ar Zaozon ; setu perak ar verc’h-se a dlie beza diskleriet sorserez, a du gant an diaoul ; neuze ar Zaozon a zonje d’ezho e vije koumpezet adarre an traou evitho en hor bro gaer, e vije a nevez ar Frans d’ezho. Ar vistri Saozon a lavare : « An diaoulez-se eo a ra d’an armou koueza euz a dre zaouarn hor zoudardet ; p’on devezo kollet he henor d’ezhi dre eur varnedigez, ar gounit a joumo ganeomp adarre var dachenn an emgann. »

Evit koll Jeann, ar Zaozon a glaskaz hag a gavaz eun den : Per Cauchon, eskop Beauvais, evel m’eo bet lavaret huelloc’h ; hen a boaniaz d’ober plijadur d’ezho. Arabat eo beza souezet e vefe bet kavet eun den fallakr etouez an dud a iliz : er guella leuriad ed ez euz greunennou draok, etouez an ebestel e oa eur Judas.

Arabat eo beza re zouezet o velet eskop Beauvais o tiskouez kement a gounnar eneb Jeann d’Arc : c’hoant en doa da blijout d’ar Zaozon, evit en em zevel hueloc’h. Guerc’hez Orleans ne oa ket bet paket, e guirionez, en he eskopti d’ezhan, da lavaret eo var he zouar, rak Compiegn


iliz-veur tours