Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
151
eur varnedigez neuze.

den-ze a veze galvet dirak tud a lliz, hag ar re-ma a rea goulennou diganthan evit guelet pe vir pe c’haou oa ar pez a lakeat var he gount. Ma teue an den tamallet da gomz en eun doare direbech, ne veze mui klasket trabas outhan, roet e veze kerkent frankiz d’ezhan ; lavaret a rea an dud a Iliz : « Tamallet eo bet e gaou. »

Mar doa guir en doa an den lavaret pe c’hreat eun dra vraz benag eneb ar feiz, ma ne c’helle ket hen nac’h, e veze goulennet diganthan en em zislavaret, merka en doa guir geuz d’he bec’hed. Ma plege an den var ger an dud a iliz, ar re-ma a roe d’ezhan eur binijen da ober, hag e veze, en taol-ze adarre, roet peb frankiz d’an den. Mes ma choume ac’heurtet en he greden faoz, ma ne felle d’ezhan plega nag evit unan nag evit daou, an Iliz, goude beza great he galloud evit ober d’ar penn fall-ze anzao he bec’hed, a lakea anezhan etre daouarn barnerien ar roue. Divar neuze, an dud a iliz n’o doa mui netra da velet var an den-ze.

Ma krede ar c’hristen tamallet ne oa ket bet barnet eün aoualc’h gant ar barner kenta (eskop pe den a iliz), en doa guir da c’houlen beza barnet gant eunn eskop all huelloc’h, guir zoken da c’houlen beza barnet gant an Tad Santel ar Pap.

Perak e oue kaset Jeann dirak an dud a iliz ?

Da genta, abalamour ma ne c’hellet kaout, en he oll oberou, netra hag a vefe bet great enep lezennou ar vro. Re eün, re zantel oa ar verc’hez iaouank evit rei pleg varnhi. D’an eil, abalamour ar Zaozon hag ho mignouned, tud an duk a Vourgogn, o veza ma ne felle ket d’ezho anzao e teue Jeann a berz Doue, a zisklerie e oa deut a berz an diaoul : he oberou kaera, emezho, a ioa bet great dre zor-