Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
148
jeann d’arc.

tamik araok. A benn eiz dervez goude, Jeann a ioa guerzet gant ar c’homt a Luxembourg evit dek mil lur en aour, ar pez a dalveze neuze kement ha pemp kant mil lur hirio.

Kerkent ha ma klevaz doktored Paris kement-se, e c’houlenjont ma vije digaset Jeann d’ezho evit beza barnet ; eur verc’h ker brudet ha guerc’hez Orleans ne c’helle beza barnet nemet er gear-benn euz ar Frans. Per Cauchon a reaz skouarn vouzar, aon en devoa ne vefe ket barnerien Paris sentuz aoualc’h ouz ar Zaozon. C’hoant en doa da ren ar prosez evel ma plijfe d’ezhan, hag evit-se e oa red beza en eur vro d’ar Zaozon a bez, evel ma oa an Normandi d’ar mare-ze. Jeann a oue eta kaset euz an eil prizoun d’egile betek ma tigouezaz e Rouen, eno eo e tlie choum. Ar verc’h keaz a oue klozet eno en eun tour euz kastell ar Roue, hanvet ive kastell ar Beufik, savet var ribl ster a Seine.

Pa ’z eo guir edo e prizoun roue Bro-Zaoz, Jeann ne dlefe ket beza bet barnet gant an dud a iliz, rak ar re-ma ne dlient barn nemet ar re a ioa en ho frizoun. Mes ar Zaozon a ranke kaout ho enebourez etre ho daouarn, evit goaska anezhi, ha miret na dec’hfe ; ha Cauchon ne gredaz ket displijout d’ezho, hen he barnaz er memez tra.

E prizoun arc’heskopti Rouen e oa eur gampr evit ar merc’hed, gant merc’hed evit diouall ar re a veze tamallet ; mes ar Zaozon ne gavent ket e vije ar prizoun-ze kalet aoualc’h evit an hini e doa ho douaret ken aliez var dachen an emgann, ha kaset kasi da netra ho galloud er Frans. En ho frizoun d’ezho e oue lakeat, eno Jeann a oue da genta, var a lavar hiniennou, klozet en eur gaoued houarn, chadennou pounner en dro d’he gouzoug, d’he daouarn, d’he zreid. Dalc’het e oue er gaoued-se eur pem-