Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
149
ar gaoued houarn hag ar zentezed.




zek dez benag, da c’houde e oue dic’haouedet, mes chadennet e chomaz noz deiz, en he guele zoken.

Epad ma oant c’hoaz en ho c’hestell dirak Orleans, ar Zaozon o doa lavaret o dije devet Jeann d’Arc, anad oa edont atao er memez sonj. Ar maro skrijuz a c’houlennent da Jeann a dlie nettât c’hoaz he ene pur ha dinam ; dre ar verzerenti ebken e c’helle beza klozet mad eur vuez ker kaer.