Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
147
jeann a glask tec’het.




divar tour braz ar c’hastell, tri ugent troatad a huelder d’ezhan. Lod all a lavar e rogaz linseriou, e stagaz an tammou penn oc’h penn, hag e klaskaz dirikla betek an douar divar bouez ar gorden-ze a c’hiz nevez, mes ar gorden a dorraz hag ar verc’h a gouezaz. Ar pez a c’houezer, eo e kouezaz euz a huel, hag e chomaz astenned var an douar eb finval. Pa c’hellaz komz, ec’h anavezaz he fazi. Chom a reaz da c’houde daou pe dri dervez eb dibri tam. Santez Katell a deuaz d’he frealzi, d’he c’hennerza, da lavaret d’ezhi kovez he faot, goulenn pardoun digant Doue. Senti a reaz ; a nebeudou e teuaz he nerz d’ezhi, hag eb dale e oue pareet.

Epad m’edo Jeann oc’h en em grenvât, he difennourez, Jeann de Luxembourg, a fallea bemdez. Mervel a rea d’an 13 a viz du 1430, e Boulogn, el leac’h m’oa bet kaset eun