outhan d’he guerza d’ar Zaozon ; c’hoant en doa he-unan da dremen dioutho.
Jeann, evelato, e doa kavet evit he difenn, diou vaouez karantezuz : greg ha moereb ar c’homt a Ligny, o doa ar memez hano gant Jeann ; diou vaouez santel kenan oant, ha diskuez a rejont kalz madelez evit ar plac’h paour.
Per Cauchon a deuaz betek eno evit klask lakât ar c’homt a Ligny da verza Jeann. Mes moereb goz ar c’homt Jeann de Luxembourg, a aspede he niz da daoler evez, da jom eb kaillara he hano oc’h ober eun dra ker mezuz. Gant aon da goll ar madou braz a dlie kaout digant ar voereb, ar c’homt ne asantaz ket dioc’htu da c’houlen eskop Beauvais ; mes an dimezel a ioa koz braz, ha dare da vervel : Jeann d’Arc a velaz ne dlie ket fiziout beza tennet euz he frizoun.
Skuiz maro, inouet, dinerzet, enkrezet oa ar verc’h keaz. Kaout a rea d’ezhi ec’h en em gafe goall darvoudou gant tud Compiegn, hag ec’h en em glemme oc’h santez Katell ha santez Mac’harit. Ar re-ma a deue d’he c’hennerza, da lavaret d’ezhi beza leun a nerz-kalon e kreiz he foaniou. « N’e vezoc’h ket tennet a boan, emezho, ac’han m’o pezo guelet roue Bro-Zaoz. — Guell e ve ganen chom eb he velet, emezhi. »
Epad m’edo Jeann e prizoun Beaurevoir, eun dijentil iaouank, pen-skanv, a gavaz an dro da zont meur a veich beteg enni, hag a glaske c’hoariellat ganti. Mes Jeann, eb choum da varc’hata, er c’hasaz gant nerz divar e zro. O veza ma tistroe evelato an dijentil d’ar prizoun ha m’en doa doare da gaout guall ioulou, Jeann a lavaraz outi e-unan : « Tec’het a rankan euz an toul fall-man evit miret va gwerc’hdet. »
Hag eun dervez, en despet d’e mouesiou, e lammaz