Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
145
e prizoun beaulieu ha beaurevoir.

Divar goust an taol-ze e oue kaset en eur prizonn all, pelloc’h diouz Compiegn, e maner Beaurevoir, e kreiz douarou an duk a Vourgogn.

He enebourien a laboure stard epad an amzer-ze. D’ar 14 a viz gouere 1430, renerien Universite Paris a zigasaz daou lizer, unan da Philipp, an duk a Vourgogn, eun all d’ar c’homt a Ligny, Ian de Luxembourg, an hini a zalc’he Jeann, evit goulenn outho a nevez he digas dirazho da Baris. Ma ne felle ket da vistri Jeann he digas d’ezho evit ma respountfe d’an traou grevuz a damallet d’ezhi, e tliet da viana lakât anezhi etre daouarn eskop Beauvais, rak var he zouar eo e oa bet paket, setu ar pez a lavarent. Eskop Beauvais a skrivaz he-unan evit ma vije digaset Jeann d’ezhan : « Rak ar plac’h-se, emezhan, hanvet Jeann ar verc’hez iaouank, e deuz great goall draou, diaoulerez, kalz pec’hejou a eneb ar feiz guirion. Abalamour da gement-se ne dlefet kaout netra da baea evithi ; evelato evit digoll ar re o deuz he faket, e vezo roet d’ezho gant roue Bro-Zaoz 6.000 lur. O veza m’eo bet paket en eskopti Beauvais, eskop Beauvais a glasko tud guiziek evit barn anezhi. Guir en doa, emezhan c’hoaz, d’he barn. Ra vije eta digaset d’ezhan, dek mil lur a vije paet evithi. »

El lizer-ze eo eaz guelet pegen braz oa fallagriez eskop Beauvais. Kinnig a ra arc’hant en hano roue Bro-Zaoz ; 6.000 lur da genta, 10.000 lur da c’houde ; evel eskop en deuz guir da varn Jeann, an oll draou a zo kemesket ganthan, evit gellout dont a benn euz he daol fall. Evelato n’eo ket en dro-ma c’hoaz eo e vezo roet Jeann. Mes, anat mad eo azalek breman ar Zaozon a zo o klask he frena. Ar c’homt a Ligny, an hini a ioa Jeann d’ezhan, en doa izom arc’hant, hag he vestr, an duk a Vourgogn, ne virfe ket