Zaozon, ne c’helle ket chom eb lezel Jeann da vont dirak lez-varn an Iliz, evel ma c’houlenne ar re-ma. Mes ha kavet e vezo barnerien etouez an dud a Iliz da goundaoni Jeann d’Arc ? Siouaz ! e peb amzer e vez kavet etouez an dud a Iliz unan fall benag, ama pe ahont, unan benag guest da ober eul labour divalo. Ar Zaozon o doa evitho eun eskop, eskop Beauvais, he hano Per Cauchon. Hema a ioa eur spered braz a zen, eun den guiziek meurbed, bet eur pennad mad oc’h ober skol er skolachou braz, renet en doa zoken brasa skol a ioa e Paris en amzer-ze ; ha dre-ze en doa kalz mignouned etouez an dud guizieka. Per Cauchon a ioa eskop Beauvais, mes c’hoant en doa da veza arc’heskop e Rouen : ar Zaozon a ioa mistri an Normandi, ha digantho en deffe ar pez a c’hoantea, rak nevez maro oa arc’heskop Rouen. Per Cauchon ne blije ket da dud Beauvais, kaset oa bet kuit gantho abalamour m’oa re droet gant ar Zaozon, evel m’eo bet lavaret hueloc’h.
Jeann a ioa bet paket d’ar 24 a viz Mae 1430. D’ar 26, eul lizer digaset gant eur barner braz euz Paris, a c’hourc’hemenne ober eun enklask var : « Eur vaouez hanvet Jeann, leshanvet ar verc’hez iaouank gant enebourien Bro-Zaoz, e deuz doare da veza heretik, da ober ha da lavaret traou a enep ar feiz guirion. » Jeann a dlefe beza bet kaset da Paris d’en em zifenn, mes er prizoun oa taolet e maner Baulieu e kichen Compiegn. Daou viz pe dri e chomaz en toull-ze, eb beza, evelato, goall gaset eno. Inouet maro e veze goulskoude : aon e doa ive na vije guerzet d’ar Zaozon ; ha pa zonje e oa izom anezhi evit ober brezel, ec’h hirvoude hag e c’hoantea mont er meaz ac’hano. Eun dervez zoken e c’hellaz en em denna euz ar prizoun, hag anez porsier ar maner e devije gellet tec’het.