Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/153

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
143
eur c’hastell en amzer-ze (crotoy).




PETERVED KENTEL VAR ’N UGENT


Jeann prizounierez ar Bourgignouned. Cauchon, eskop Beauvais, a c’houlen barn anezhi evit plijout d’ar Zaozon. Jeann a glask tec’het diou vech. He lamm divar tour kastell Beaurevoir. Guerzet eo dek mil lur ; kaset da Rouen. Ar gaoued houarn.


N’eo ket gant ar Zaozon oa bet paket Jeann, mes gant soudardet an duk a Vourgogn. Evel m’edo ar c’hiz en amzer-ze etouez ar marc’heien, Jeann a dlie beza bet digemeret mad er prizoun ha great stad anezhi beteg ma vije savet arc’hant aoualc’h evit he frena. Mes ar Zaozon n’o doa ket ankounac’heat an drouk e doa great d’ezho, ha n’o doa tam c’hoant ebet d’he guelet o tistrei e penn he soudardet. Evit dont a benn euz ar plac’h iaouank, oa red lamet diganthi he brud vad, diskouez oa eur zorserez, edo an diaoul ganthi, he gelver dirak barnerien an iliz. An duk a Vourgogn ne c’helle ket ober displijadur d’ar